Klub roeñviñ studierien Roazhon a zo ur gevredigezh evit ar studierien hag an oadourien yaouank. Krouet eo bet 10 bloaz ‘zo. Ur c’hant ezel bennag a zo, en o zouez 40% a verc’hed.
Pal ar c’hlub a zo reiñ un tanva a-feson eus ar sport-se evit ma c’hellfe an deraouidi roeñviñ en un doare emren hag evit ma gemerfent perzh e kenstrivadegoù hag e buhez ar c’hlub. D’ar roeñvourien boaz da roeñviñ asambles e vez kinniget alioù teknikel hag ur program pleustriñ war memes stumm hag hini ar gengevredigezh gall. Ar pal a zo sevel bigi hir, lod gant 4 roeñvour dreist-holl.
Evit ar studierien o deus bet tro da roeñviñ dija e c’hell bezañ un doare da gemer perzh e akipajoù ha kentrivañ gant tud all a live ganto. War ar stêrioù kement ha war vor e vez kavet ar REC roeñviñ. Gant ar bigi nevez-prenet ez eus brema ñ bigi a-feson ‘vit mont war stêrioù pe war vor.
Digor vez ar c’hlub 7 gwech ar sizhun. Posubl eo dont da pleustriñ da vareoù all vit an akipajoù emren a zo e soñj kemer perzh e kenstrivadegoù. Diplomidi ar gengevredigezh ha tud titlet ar BEES roeñviñ a vez oc’h ober war dro ar prantadoù pleustriñ. Bez e vezont holl o roeñviñ er c’hlub ivez.
Roeñvet e vez war ur c’han-dour hir a 3 2OO metrad, dous hag ingal, miret evit ar roeñverezh hag ar c’hayak. Un ugent bag bennag a zo er parkad-bigi.
Nebell eus kreiz-kêr eman ar c’hlub ha 5 munutenn (war velo) ez eus ezhomm evit mont da Skol-Veur Beaulieu (Roazhon 1, INSA, Supélec…). 20 vunutenn (war velo ‘tav) a zo betek ar Skol-veur all (Roazhon 2). Al lec’h tostañ evit mont da roeñviñ war-vor a zo Sant-Malou (1 eur hent) met aozet e vez, hervez goulenn ar roeñvourien, dibennoù-sizhun pe stajoù e lec’hioù all.
200 000 anezad a zo e Roazhon, kêrbenn ar rannvro . Anavezet eo evit e niver a dud yaouank (60 000 studier) hag e lusk sevenadurel. Aes eo mont d’ul lec’h d’egile a drugarez d’ar rouedad bus ha metro ha ken aes all eo mont gant ar velo rak n’eo ket ur gêr gwall ledet ha plat tre eo ar vro.
Degemer mat e Roazhon
Degemer mat er REC roe ñviñ